
Ar ganerez ha komedianez Typhaine Corre hag an akordeoñser Tangi ar Gall-Carré a ya d'ober un daouad ral ma vez gant pep ger, pep notenn, ur plas a-bezh. An daou arzour a ginnig war al leurenn o fladenn gentañ « Gouloù mil steredenn » , diwar testennoù kizidik ar varzhez Naig Rozmor hag ar skrivagner Herve Ar Gall. E brezhoneg ha gant sonerezh en em vod mouezh hag akordeoñs evit reiñ buhez d'an testennoù ha d'an tonioù. O c'henseurtiezh a vez santet e pep mare : etre galloud ha blizidigezh e krouont un aergelc’h dibar a grog en arvesterien adalek an notennoù kentañ. Gwriziennet met biskoazh klozet, gouest eo o sonerezh da fromañ kalz en tu-hont da harzoù Breizh.
La chanteuse et comédienne Typhaine Corre et l’accordéoniste Tangi Le Gall-Carré forment un duo rare où chaque mot, chaque note prend toute sa place. Les deux artistes présentent sur scène leur premier album Gouloù mil steredenn (La lumière de
mille étoiles), inspiré des textes sensibles de la poétesse Naig Rozmor et de l’écrivain Herve Ar Gall. En langue bretonne et en musique, voix et accordéon s’unissent pour donner vie aux textes et aux mélodies. Leur complicité se ressent à chaque instant : entre puissance et délicatesse, ils créent un climat unique qui saisit le public dès les premières notes. Enracinée mais jamais
enfermée, leur musique est capable de toucher bien au-delà des frontières de la Bretagne.