
Nann, ne huñvriit ket. 7 muzisian.ez da sikour ac’hanoc’h da dizhout pal ur vuhez : terriñ mogerioù ar sal dour evit degouezhout war ul leurenn da adkemer ar c’hanaouennoù brudetañ bet skrivet e Breizh. Storlok, Denez Prigent, Nolwenn Korbell pe c’hoazh Emezi,
peadra a vo evit an holl ! Pep sonadeg ar C’haraoke Social Club a zo un avañtur nevez, kement evit an arvesterien eget evit ar sonerien. Cheñchamant aergelc’h, tud disheñvel o tont war al leurenn ingal, tonioù disheñvel,... Diaes eo gouzout en a-raok ar pezh a zo vont da c’hoarvezout e-touez an nozvezh. Met un dra zo sur, bevet e vo emosionoù kreñv. Labouret hon eus dibaoe 2022, a-benn heñchañ an dud ar gwellañ posubl, evit ma c’hellfent derc’hel un eñvorenn dreistordinal deus hon sonadeg. Klask a reomp lakaat ar re lent en o bleud pe heuliañ evel ma c’hellomp ar stered a viskoazh. Un eskemm dibaouez eo etre ar strollad, ar ganerien hag an arvesterien. E 2026 ha goude un nebeud bloavezhioù o spisaat tonioù gall hag etrevroadel, hon eus divizet digeriñ muioc’h c’hoazh ar c’haraoké en ur ouzhpennañ brezhoneg ennañ. Ouzhpenn hanter ar strollad a zo brezhoneger, emelet e raktresoù a bep seurt savet e brezhoneg (sonerezh, teatr, sinema, aozañ gouelioù). Diaes vefe bet deomp chom hep en ober, ken liammet omp ouzh ar sevenadur-se. A-bouez oa deomp ivez sevel ur c’haraoke e brezhoneg evit meur a abeg. Da gentañ toud, krouiñ ul lec’h nevez, digor d’an holl, ma vefe moaien da gaozeal brezhoneg ennañ. Da eil, kenderc’hel da vrudañ ar sonerezh bet skrivet er yezh-se, ken pindivik m’eo. Treiñ ur c’haraoke diwar ar galleg pe ar saozneg ? Perak pas met c’hoant hon oa lakaat war-wel hon sevenadur ha bezañ poellek gant ar mennozh « karaoké e brezhoneg » betek penn. Deomp da ziskouez bremañ ez eus plijadur da gaozeal, kanañ ha senniñ tonioù e brezhoneg !
Non, vous ne rêvez pas. Sept musicien·ne·s pour vous aider à atteindre le rêve d’une vie : briser les murs de la salle de bain pour monter sur scène et reprendre les chansons les plus célèbres écrites en Bretagne. Storlok, Denez Prigent, Nolwenn Korbell ou encore Emezi : il y en aura pour tous les goûts ! Chaque concert du Karaoké Social Club est une nouvelle aventure, autant pour le public que pour le groupe. Des ambiances allant du chapiteau aux salles de spectacles intimistes, des chanteurs et des chanteuses de toutes sortes, un répertoire varié et évolutif... Il est difficile de savoir à l’avance ce qui va se passer au cours de la soirée. Mais une chose est sûre : lesémotions seront au rendez-vous. Nous travaillons depuis 2022, pour accompagner les participants de la meilleure manière qu’il
soit et faire de nos concerts de vrais moments de partage. Nous tâchons de mettre à l’aise les timides ou en lumière les stars de toujours : c’est un échange permanent entre le groupe, les chanteurs/chanteuses et le public. En 2026, après plusieurs années à proposer un répertoire français et international, nous avons décidé d’ouvrir davantage le karaoké en y ajoutant le breton. Plus de la moitié du groupe est bretonnante, impliquée dans des projets variés créés en breton (musique, théâtre, cinéma, organisation de soirées et de festivals). Il nous aurait été difficile de ne pas franchir le pas, tant
nous sommes liés à cette culture. Créer un karaoké en breton nous semble important pour plusieurs raisons. Tout d’abord, cela
créé de nouveaux espaces, ouverts à tous et dans lesquels, le breton circule, autant sur scène qu’en dehors. Ensuite, cela nous permet aussi de continuer à promouvoir ce répertoire, si méconnu et pourtant si riche. Faire un karaoké à partir du français ou de l’anglais ? Pourquoi pas mais nous voulions avant tout mettre en valeur notre culture et aller au bout de l’idée d’un « karaoké en breton ». Montrons maintenant qu’il y a du plaisir à parler, chanter et jouer des chansons en breton !