
Hyacinthe Le Hénaff ha Tristan Gloaguen, un daouad na c’haller ket tremen hebiou e bed ar sonerezh breizhek, a ra berzh abaoe dek vloaz e bed ar festoù-noz. War ar plañchod en em gavont, gant un tamm hardizhegezh hag ar c’hoant da adskoulmañ al liamm etre ar sonerien hag an dañserien, e-kreiz an ambrougadennoù hag an dañsoù rond : Tristan gant ur saksofon, Hyacinthe gant un akordeoñs diatonek, trawalc’h eo o notennoù kentañ evit lakaat an holl zañserien ha dañsourezed da gregiñ e-barzh tro-dro d’un astr sonerezh gant sonioù laouen ha skedus.
Evit pep abadenn, o kinnig ur gwir varregezh war ar sonerezh, e kinnig deomp Hyacinthe ha Tristan meur a dem dastumet gant pasianted hag o lakaat terouerioù ankouaet da vevañ en-dro. Evit pep heuliad nevez e kinnigont dimp pep gwellañ an terouerioù ergerzhet, un tañva eus un hengoun diwar ar maez ankouaet.
Hyacinthe Le Hénaff et Tristan Gloaguen, duo incontournable de la scène musicale bretonne, se sont imposés depuis dix ans dans le paysage des festoù-noz. Avec un brin d’audace et l’ambition de renouer le lien entre musiciens et danseurs, c’est sur le plancher, au cœur des cortèges et rondes tourbillonnantes que se déploie leur énergie communicative. Tristan au saxophone, Hyacinthe à l’accordéon diatonique, leurs premières notes suffisent à mettre toute une assemblée de danseurs et danseuses en branle autour d’un astre musical aux sonorités joyeuses et éclatantes.
A chaque prestation, offrant une véritable prouesse musicale, Hyacinthe et Tristan enchaînent de nombreux thèmes collectés avec patience et font revivre des terroirs oubliés. A chaque nouvelle suite, ils nous offrent la quintessence des terroirs explorés, comme un concentré de tradition rurale oubliée.